Sue Lyon

Sue Lyon en Tony Rome e 1967

Suellyn Lyon, ganet d'an 10 a viz Gouhere 1946 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Kerzu 2019, a oa un aktourez stadunanat. Deraouet he doa evel top model pa oa-hi 13 vloaz. Goude-se e oa aet da aktourez. Dreistbrudet hag enoret he oa bet gant ur Golden Globe evit ar roll pennañ er film Lolita (1962). Gwelet he voe ivez er filmoù The Night of the Iguana (1964), 7 Women (1966), Tony Rome (1967), hag Evel Knievel (1971).

Sue Lyon e filmig tañva ar film Lolita e 1962

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy